Kevrenn Alré
Abaoe 75 vloaz e laka Kevrenn Alré sevenadur Breizh da dridal dre ar muzik hag an dañs.
Tri filer, un identilezh
Kroeed eo bed Kevrenn Alré ged paotred an hent-houarn en Alrae ; chomed eo a-houde unan ag ar strolladoù “muzik ha dañs” kozhañ er vro, lewezoned ged hengoun Breizh. 75 vloaz Kevrenn Alré a vo lided e 2026. Dre oc’hpenniñ ur pulpitr a zañserion da re ar bagad e deroù ar bloawezhioù 1980, eh a Kevrenn Alré da voud ur strollad heverk e-mesk strolladoù sevenadurel Breizh. Moned a ra Kevrenn d’ ar broioù arall iwez, liez a wezh : a New York da Shangaï, a Bariz da vro Asturia, pe enez Reunion c’hoazh. Abaoe e oa bed kroeed ema pal pennañ Kevrenn Alré mired ha treuzkas gwlad sevenadurel a zouar Alrae, a vro Gwened hag a Vreizh a-bezh. Rag-se e oa bed kroeed àr-lerc’h hor Skol Soniñ ha Dañsal. Taped eo bed maout ar c’hampionad Breizh 8 gwezh ged ar bagad e kengevredad ar sonerion hag 11 gwezh ged an Ollad Muzik ha Dañs e kengevredad an dañserion.
DizoloiñAr Bagad
Strollad hengounel a Vreizh saved a vombardoù, a biboù-meur hag a venveger-tos a-orin ; klokaed d’ur pulpitr a dreujennoù-gaol a gas ul liw dispar d’ar sonerezh.
DizoloiñAr C’helc’h Keltiek
Strollad dañserien o kenderc'hel gant dañsoù hengounel Breizh en o gwiskoù.
DizoloiñSkol soniñ ha dañsal
Treuzkas sevenadur Breizh d'ar rummadoù nevez dre ar sonerezh hag an dañs.
DizoloiñHon Abadennoù
7 abadenn evit kontañ Breizh
Marc’h Du
Komz a ra hon arwest ag ar jourdoul ganed a zonedigezh an tren en Alrae, pezh en doa chañjed braz buhez ar c’horn-bro. Lakaad a ra àr-wel paotred an hent-houarn daed da voud saverion Kevrenn Alré.
Orfeoñ
Mesklaj spered ar fest-noz ha donded son an dreujenn-gaol, ambrouged ged an akordeonour Régis Huiban.
Eured
Setu un abadenn kroeed ewid al lec’hioù-gwlad, lewezoned ged lidoù an eured e bro Gwened. Soned ged bombardoù, treujennoù-kaol, kern-boud ha benweger-tos.
Kevrennig
An ollad Muzik ha Dañs endan ur stumm skañvoc’h ewid tañva hor sevenadur dre an dañsoù, ar muzik hag an dilhad mod kozh.
Korn Boud
Un abadenn é kontiñ istoar ar sonadeg ag ar pib-meur en 20ved kantved, enni sonerezh, prezegadennoù ha fiñvadennoù.
eVned
Pa gej an dañs a-vremañ ged ar sonerezh a Vreizh ewid ergerzhed hol liamm ged an Natur, lewezoned ged kan an evned.
Diskouezadeg
Lakaad a ra an diskouezadeg Gwiad àr-wel ar merserezh (boutonioù, galonioù, dantelezh, neud). Kement tra munud na vez ked gweled d’al liesañ, med kement tra munud a ra an dilhad. Diàr pezhioù dastumad Kevrenn Alré, pezhioù dibaot pe testenioù tud a-vicher, gwrait anavedigezh ged tu-gin gwiskamantoù mod kozh.
Hon Emgavioù
Darvoudoù pemdeziek Kevrenn Alré
Asamb’ en Alré
Asamb’ en Alré zo bed kroeed e 2019 dre c’hoant ti-kêr an Alrae ha Kevrenn Alré kas àr-raog ar gwlad dañsed, kaned ha soned a zouar an Alrae. Un dewezh durc’haed douzh hor sevenadur hengounel ha digor d’an oll, a beb sort orin hag a beb sort oad, dañserion, sonerion pe kanerion eo Asamb’ en Alré ; setu pezh o deus saved Kevrenn Alré, àr-un-dro ged aktourion sevenadurel douar Alrae, ged an c’hoant gwellaad dasparzh hor sevenadur hengounel. Daed eo da voud fonnabl a-walc’h ur penndarvoud bloaz ged un identelezh hag ur sked sevenadurel, hag anzaved er rannvro : abaoe an diwved abadenn e oa daed hor c’hevezadeg da voud un dro-skarzhiñ ewid Kampionad Breizh ar sonerion hag an dañserion hengounel e Gourin. Da c’houzoud muioc’h : asambenalre.ka@gmail.com
Sikoured omp gete
Trugarekaad a raomp ho kevelerion ewid roiñ buhez d’hor c’hroedigezh.
Trugarez bras d'hon holl vesenion ha roerien
Leclerc Auray
La nouvelle Bleue
Keit Vimp Bev
Bretons magazine
Institut culturel de Bretagne
Céline et Popeline - Plougoumelen
Palemon Editions / Quimper
Editions Trop Mad
OT Baie de Quiberon
Magazine Armen
La Dragée Auray
Forêt Adrenaline Carnac
Bricomarché - Auray
Cave à vin - Pluneret
Ouest Boissons
Compagnie Océane
Klask - Carhaix
Le vieux quartier - La Roche Bernard
Dastum
Navix / Vannes
Branféré
Restaurant Le Chatelet - Vannes
L'écluserie - Aventure fluviale Pluméliau-Bieuzy
Les Voiles du Golfe
Cinéma Ty Hanok
Brasserie Lancelot - Ploërmel
Jet ski - Quiberon
Alré bio - Auray
Régalette / St Nolff
Alré O
Goûters magiques
Hildegarde & Co - Brech
Distillerie La Mine d'Or / Ploërmel
A l'aise Breizh - Auray
Ludana Parc Camors
Centre Culturel Leclerc Auray
Cours Yann Vari
Donezoniñ
Trugarekaad a raomp ho kevelerion ewid roiñ buhez d’hor c’hroedigezh.