Mont d'an danvez pennañ
01
Muzik

Ar Bagad

Strollad hengounel a Vreizh saved a vombardoù, a biboù-meur hag a venveger-tos a-orin ; klokaed d’ur pulpitr a dreujennoù-gaol a gas ul liw dispar d’ar sonerezh.

Dizoloiñ
Hon Istor

Un hengoun
é vewiñ

Abaoe bloazadoù ha bloazadoù e laka Kevrenn Alré arz hengounel ar soniñ da beurbad. Lorc’huz a vez bewezh he zalabarderion, he sonerion binioù-braz (piboù-meur) ha he zaboulinerion é voud gwir kannidi a gêr an Alrae hag a zouar Alrae.

Ar Bagad
An Binvioù

Pemp pulpitr,
a-unvouezh

Ar vombard

Benweg dre c'hwezh ged diw añchenn a gas ur son gallouduz ha dispar ; hi a ren ar meulodi en tonioù hengounel.

Ar Binioù Braz

Pib-meur a vro Skos a gas donded ha nerzh d'an ollad.

An Taboulin Sklent

É toned a vro Skos ; é kejiñ heson ha toserezh ewid kas bugon ha jourdoul.

Ar Benveger-tos

Tomoù, benweger-boud, bewenger-tos klok pe kongaioù é kas sonioù liessort ha liwioù dishañval.

An Dreujenn-gaol

Benweg klasel dre c'hwezh, a gas ur son ront ha toemm douged d'an heson.

An Ollad
An Ollad

An ollad Muzik ha Dañs :
tued d’an Eksellañs

E deroù ar bloazioù 1980 e soñj Kevrenn Alré oc’hpenniñ ur pulpitr a zañserion en he strollad ; hag an dra-se a oa a-eneb d’ar pezh a zegouezhe er vro d’ar mare-se. É terc’hel hag é kreñvaad al liamm a-gozh etre ar muzik hag an dañs, é kennig d’an arwesterion arwestoù liesaed, é labourad stard ha strizh é ha Kevrenn Alré da voud buan unan ag ar c’hannidi nerzhusañ ha brudetañ ag hor sevenadur, hag ur skwerenn ag ar c’hrouiñ e bed ar sevenadur hengounel.

Dait genimp

Na te a faot dat soniñ muzik ar vro ? Soniñ pe deskiñ ? Degemered a vez sonerion a beb live ged Bagad Kevrenn Alré.

Mont e darempred