Mont d'an danvez pennañ
02
Dañs

Ar C’helc’h Keltiek

Strollad dañserien o kenderc'hel gant dañsoù hengounel Breizh en o gwiskoù.

Dizoloiñ
Ar C’helc’h Keltiek
Dañsal, treuzkas, lodenniñ

Dañsal,
treuzkas, lodenniñ

E-kreiz peb tra ema an dañs : desked a vez ar pazoù hag ar stiloù, desked a vez selaou e-barzh ur gerlenn lec'h mah euz ul lec'h da bep unan. Ne dalv ked klask fromiñ : dañsal àr-un-dro eo ar pezh pouezusañ, lodenniñ ha bewiñ spered douar Alrae iwez, ged siriusted, just ar pezh a faot. Kemer a ra stroll an dañserion perzh e kevezadegoù ar c'hengevredad Kenleur a-gevred ged ar bagad. Saved a vez gete arwestoù a vez kenniged e Breizh, e bro C'hall pe e broioù arall. Ne vern e-menn ema ar strollad : lakaad an arwesterion d'ober anavedigezh ged dañsoù Breizh en ur groeeiñ un aergelc'h laoueneg ha gwirion. Treuzkas zo a-bouez braz iwez : kelenn a ra ar re gozh d'ar re yaouank. Mar a wezh e stok an treid unan doc'h egile, med kalnevern. Setu : un istoar a ivoull hag a laouenekaad eo namedken.

Kompagnonezh Kouhann

Etre an dañs a-gozh
ha heni a-vremañ

Saved eo kompagnonezh Kouhann a zañserion o doa graed bloazadoù e pulpitr dañs Kevrenn Alré, ollad muzik ha dañs kroeed e 1951, hag int doazh en dañs hengounel. Kejet o doa ar sonerion hent Kevrenn Alré un deiz bennag, ha c'hoant deze ober un tamm hent geti. Ur rann a Gevrenn Alré eo ar Gompagnonezh evel m'ema ar bagad, ar gerlenn pe ar skol c'hoazh… Ar-un-dro eh a an dañserion hag ar sonerion trema bedoù newez en ur c'houarn bew hengoun Breizh. Ged ar spered-mañ a ijin hag a newezadur ema bed kroeed arwestoù pennañ Lom Dilom hag eVned, le Choeur de l'Aube. Loread ag an trofe Faltaziañ eo bed ar Gompagnonezh e 2023 ha saved da gompagnonezh dre al label Kenleur iwez. Kadarnaed eo bed al label Kompagnonezh ged ar c'hengevredad Kenleur e 2025.

Kompagnonezh Kouhann

Dañsit genimp

Deraouad pe doazh àr an dañs, dait da gerlenn Kevrenn Alré da vourriñ é tañsal a-gevred.

Mont e darempred